Keleier ar vro d'al Lun 22 a viz Even 2026
Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Metig Jakez-Vargas
Disadorn ‘oa bodet ar strolladoù ‘a labour ‘vit ma ‘vo Breizh gant ur statud emren, tro-dro d'al lugan « Asambles evit an emrenerezh » !
Diwar youl Kristian Troadeg ha Yvon Ollivier ‘oa bodet dileuridi eus ar strollad dizalc’hour War Sav, Douar ha Frankiz, emrenourien an UDB, eus al luskad « Greomp Breizh » pe c’hoazh eus « Alliance fédéraliste bretonne ». Ur c’hammed kentañ ‘oa d’an holl da vont war du emgavioù all ha sevel ur savenn unanet ? Re abed eo evit embann an dra se. Pezh zo sur o deus gellet dileuridi ar strolladoù embann o soñjoù evit sevel ur rannvro emren… Selaouomp Tifenn Siret eus an UDB da gentañ. Emañ gant Erwan Blanchard.
Chom ‘ra bev ar brezhoneg ‘ba Karaez...
Ar sizhun dremenet ‘oa bet kinniget gant Derv Uhellou, zo sokioyezhonour anezhañ, disoc’h an trede studiadenn zo bet kaset gant Ofis Publik ar brezhoneg ha kêr Garaez war an niver a vrezhonegerien zo ‘ba kêrbenn ar Poc’her. War dro 1600 den a gomzfe brezhoneg ‘ba Karaez c’hoazh… Peseurt plas ‘neus hor yezh eno ? Hiroc'h diouzhtu gant Derv Uhelloù.
Ha da glevet ivez er c'heleier :
- Kavet o deus Iran hag ar Stadoù-Unanet un emglev war ar mod ma vo lakaet fin d'ar brezel er Reter Kreiz
- Gounezet en deus Abelardo de la Espriella, ur politikour eus an tu dehoù pellañ, an dilennadegoù prezidant e Kolombia dec'h
- Amzer c'hor a vo hiziv
- Aozañ a raio barnerien Roazhon un emvod foran digwener da heul an afer Lyhanna
- Disoc'hoù Kib ar bed mell-droad